Erv Kourland

Erv kourland (luc'hskeudenn dre loarell)
Tevennoù e-tal Pervalka (Lituania)
Erv Kourland: ur vandennad douar etre ar Mor baltel (Baltijos jūra) ha Loc'h Kourland (Kuršių marios) ha rannet e daou etre Lituania (e gwer) ha Rusia (e roz).

Erv Kourland (lituaneg: Kuršių nerija, rusianeg: Куршская коса, alamaneg: Kurische Nehrung, latveg: Kuršu kāpas) zo ur riblennad douar draezhek enk, dezhi 98 km a hirder, hag a zisparti Loc’h Kourland diouzh ar Mor Baltel. Rannet eo e daou etre Lituania en Norzh ha Rusia (Oblast Kaliningrad) er Su. Liammet eo ouzh ar c’hevandir er Su.

Abaoe ar bloavezh 2000 emañ Erv Kourland a-bezh war roll ar Glad bedel savet gant an UNESCO.

A-wezhoù e vez graet “strizh-douar Kourland” anezhañ (e galleg da skouer). Hogen, ur fazi eo dre ma n’eo ket liammet gant an douar dre e zaou du.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne